Yezh ar vuhez
François-Marie Luzel
Versailles, Lyon 2ᵉ, Lyon 6ᵉ...
Ce que dit l'éditeurFañch an Uhel, ganet e 1821 e Bro-Dreger ha marvet e 1845 e Kemper, e-lec'h m'eo bet beziet. Evel dastumer ez eo bet, e chom hag e chomo brudet. Dastumer kontadennoù, da gentañ-holl : an embannadurioù brav graet gantañ e galleg e ti Maisonneuve e Pariz adalek 1881 o deus talvezet dezhañ ur brud na dremeno ket. An darn vrasañ eus e gontadennoù n'en deus ket, siwazh, miret an destenn vrezhonek anezho : kement a zo chomet war e lerc'h e yezh ar vro a zo bet embannet - klok - gant Al Liamm. Dastumer gwerzioù ha sonioù eo bet ivez : peder levrenn gaer, brezhoneg ha galleg tal-ouzh-tal, a zo bet embannet e 1868-1890, gant skoazell Anatol ar Braz evit ar re ziwezhañ. Adalek 1853 - pe war-dro - eo bet kroget da sevel barzhonegoù e brezhoneg. Lod a zo taolennoù diouzh ar c'hiz, nebeut a bersonelezh enno. Lod all, gwelloc'h kalz, a zo diwar-benn ar vro, an dud o vevañ hag o labourat enni, hag an natur war o zro. Ar re dalvoudusañ eo ar re a gaver enno envorennoù eus ar vuhez er gêr en e yaouankiz. Savet int holl diouzh an doare-gwerzaouiñ a blije d'an dud en amzer-hont. Ar yezh a zo flour, heson ha skeudennus. Ur skouer a vrezhoneg yac'h. |
RésuméRecueil de poèmes qui évoquent la vie ordinaire. ©Electre 2024 |
Caractéristiques Auteur(s) Éditeur(s) Date de parution
15 mai 2002
Rayon
Poésie et théâtre
Contributeur(s) Per Denez
(Editeur scientifique (ou intellectuel)) EAN
9782868631374
Nombre de pages
128
pages
Reliure
Broché
Dimensions
21.0
cm x
15.0
cm x
cm
Poids
300
g
|